Saozneg Aostralia

Saozneg Aostralia (Australian English) eo an doare saozneg a vez komzet en Aostralia. N'eus statud ofisiel ebet e bonreizh ar vro, met ar yezh ofisiel eo de facto.

Krog e oa saozneg Aostralia da zisheñvelekaat diouzh hini Breizh-Veur abaoe savidigezh trevadenn New South Wales e 1788 hag anzavet eo e zisheñvelidigezh abaoe 1820. C'hoarvezout a ra eus kej-mej annezerien deuet eus pevar c'horn ar Rouantelezh-Unanet, dezho rannyezhoù disheñvel ma teuas da gaout perzhioù dibar, en e c'heriaoueg, er pouezmouezhiañ, er yezhadur hag er skrivañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne